Norbert Ratsirahonana
Norbert Lala Ratsirahonana (ganet d'an 18 a viz Du 1938) zo ur politikour eus Madagaskar.
Anvet e voe da vinistr kentañ an enez e miz Mae 1996. Pa voe torret e garg digant Albert Zafy d'ar 5 a viz Gwengolo 1996 e teuas da vezañ prezidant Madagaskar en etrekarg. Lakaat a reas e anv en dilennadeg da heul (miz Du 1996) met koll a reas ouzh Didier Ratsiraka hag a yeas da brezidant d'an 9 a viz C'hwevrer 1997.