An Nouvelle Droite (brezhoneg: "Dehou Nevez") zo ul luskad speredel eus an tu dehou klok, deuet war wel e 1969 gant krouidigezh ar GRECE (ur gwreskanv a dalva: "Strollad enklask ha studi evit ar sevenadur europat"). Ezel pennañ ar gevredigezh eo ar prederour hag arnodskridour Alain de Benoist.

Ar GRECE zo bet levezonet gant luskadoù koshoc'h evel al luskad mirourel alaman. Daoust ma n'emañ ket a-du gant mennozhioù kevatalder etre an dud, eo levezonet an Nouvelle Droite gant kadoniezhioù an tu kleiz hag ar varksouriezh. Pouezus eo bet ideologiezh ar marksour italian Antonio Gramsci ennañ, hag izili an ND en em daolenn evel « Gramskidi dehou ».

An ND a dizh e stad uhelañ er bloavezhioù 1970, a-raok diskenn en-dro pa'z eas meur a ezel kuit d'antreal e strolladoù politikel all. Ul levezon kreñv a-walc'h en deus bet er Front national gall. E vennozhioù o deus bet ul levezon war strolladoù dehou e lec'hioù all eus Europa.

En XXIvet kantved eo oberiant an ND e luskadoù nevez evel al luskad hevelebekaourel ha meur a stumm eus an anveliouriezh vroadelour.

Ereoù zo etre al luskad ha strolladoù faskour henaek, hag alies e vez gwelet an ND evel ur seurt faskouriezh e-unan. Gwriziennoù an Nouvelle Droite européenne[1] eo an ND ivez.

Daveoù

kemmañ
  1. Camus, Jean-Yves (2017-03-20). Far-Right Politics in Europe, Harvard University Press (in en). 123–124 p. ISBN 978-0-674-97153-0.