O Tannenbaum
O Tannenbaum ( [oː ˈtanənbaʊm]; "O saprenn"), anavezet e saozneg evel "O Christmas Tree", hag e galleg evel "Mon beau sapin", zo ur ganaouenn alamanek a vez kanet war-dro Nedeleg. Da gentañ ne oa ket ur ganaouenn Nedeleg, met tamm-ha-tamm eo deuet da vezañ arouez gwezenn Nedeleg.
En alamaneg
kemmañ- Ar c'homzoù koshañ anavezet a oa bet savet e 1550.
- Un doare all a voe savet e 1615 gant Melchior Franck, ha troet e meur a yezh.
- An doare alamanek anavezetañ zo un destenn savet e 1824 gant Ernst Anschütz, ograour ha kelenner e Leipzig, a oa neuze e Rouantelezh Prusia.
E galleg
kemmañUr stumm gallek zo bet adal 1856.