Oberiadur-brezel Eagle Pull
Oberiadur-brezel Eagle Pull a oa bet un oberiadur sikour kaset da benn gant Stadoù-Unanet Amerika a-benn reiñ an tu da zigêriañ dre nij Phnom Penh, e Kambodia, d'an 12 a viz Ebrel 1975. E penn kentañ miz Ebrel 1975, Phnom Penh, unan eus al lec'hioù diwezhañ suj d'ar Republik Khmer, a oa enkelc'hiet gant ar Khmer Ruz. Evit krakvevañ ne oa nemet dre an aer hag e oa pourvezet ar gêr adal aerborzh Pochentong.
Oberiadur-brezel Eagle Pull | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel Vietnam | |||||||
v | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
SUA Republik Khmer | Khmer Ruz | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Penn an Task Force 76 | Pol Pot | ||||||
Kolloù | |||||||
Hini ebet | Dianav |
O welet ma oa an trec'h o vont buan etrezek tu ar Khmer Ruz, gouarnamant Stadoù-Unanet Amerika a zivizas seveniñ un digêriadenn evit keodedourien e vro hag ar re kevredet, dre viñsaskellioù. Ar-se o devoa da gas ar repuidi betek bigi lec'hiet e pleg-mor Thailand. Oberiadur-brezel Eagle Pull a voe sevenet da vintin an 12 a viz Ebrel 1975 ha bet e oa bet un trec'h kaderezh o chom hep koll buhez den ebet. Pemp deiz war-lerc'h e oa riset ar Republik Khmer hag ar Khmer Ruz a aloubas Phnom Penh.
Disoc'h
kemmañAn oberiadur-brezel Eagle Pull a oa bet un trec'h kaderezh anat, den ne oa bet lazhet.
Henry Kissinger a skrivas en e levr memor a zivout brezel Vietnam e oa bet souezhet kement ha feuket melestradurezh Ford gant ar fed ma nac'has pennoù uhel Kambodia da derc'hout diouzh ar vro. E touez ar re-se e oa ar ministr kentañ Long Boret ha Lon Non, e vreur, padal e oant o taou war listenn muntr ar Khmer Ruz hag e ouient.