Oberiadur Junction City
Oberiadur brezel Junction City pe Operation Junction City a zo bet un oberiadur brezel doare "Klask ha Distuj" pe "Search and Destroy" a badas 82 devezh adal an 22 a viz c'hwevrer 1967 e-pad brezel Vietnam.
An oberiadur brezel gant harzlammerien amerikaned anezho brasañ e oa bet abaoe oberiadur brezel Market Garden e-pad an Eil brezel-bed.Bet eo bet ivez an oberiadur brezel brasañ oc'h implij harlammerien e-pad brezel Vietnam hag unan d'eus oberiadurioù brezel meur ar brezel. Anvet e oa bet Junction City dre al lec'h Junction City ur geriadenn er C'hansas, eno e oa pennoù an oberiadur brezel o reiñ o urzhioù.
D'eus un tu e vezo al lu Amerikan harpet gant lu Republik Su Vietnam (ARVN) hag o talañ dezho al Lu Norzh Vietnamian hag Arme dieubidigezh ar Su Vietnam (Viet Cong).
Araok oberiadur brezel Junction City
kemmañE miz genver bloavezh 1967 ez eo kroget ar c'hentañ emgannioù en Tric'horn Houarn e gwalarn Kerbenn Republik Su Vietnam Saigon. Eno e veze kavet ul lod bras a soudarded d'an Arme dieubidigezh ar Su Vietnam (Viet Cong) kuzhet e hentoù riboul Củ Chi.
Ar bloavezh 1967 a welas al lu Amerikan o kenderc'hel gant bombezenniñ an Norzh Vietnam ha gwelet an niver a soudarded amerikaned o pignat betek tizhout 510 000 a dud. Ouzpenn d'ar re-se e oa kevet 40 000 soudarded an USAF en bro Thailand ha 30 000 all o vezañ e 7vet flodad morlu Amerika. Kement-mañ ne oa ket trawalc'h c'hoazh da welet enebourien Republik Su Vietnam da vont war wanaat.
Tây Ninh a oa ur proviñs tal kichen Kambodja ha dres nepell diouzh gwenodenn Hô Chi Minh o welet Arme dieubidigezh ar Su Vietnam (Viet Cong) o diazezañ don e vezañs hag o tigeriñ an hent da siladenn al lu Norzh Vietnamian etrezek Republik Su Vietnam. Ur pal brezel anat a oa neuze da zilojañ da nebeutañ ar strolladoù stourm-se pe gwelloc'h c'hoazh da risañ anezho, setu penaos ez eo ganet mennozh an oberiadur brezel Junction City.