Oksana Shachko

arzourez ha benelourez eus Ukraina

Oksana Shachko (ukraineg: Оксана Шачко), ganet d'an 31 a viz Genver 1987 e Khmelnytskyi (URSS, RSS Ukraina) ha marvet d'an 23 a viz Gouhere 2018 e Pariz[1],[2], a oa un arzourez ha benelourez eus Ukraina. Bet e oa unan eus krouerezed al luskad benelour FEMEN e miz Ebrel 2008.

Oksana Chatchko
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhUkraina Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denОксана Василівна Шачко Kemmañ
Anv-bihanОксана Kemmañ
Anv-familhShachko Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Gen 1987 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKhmelnytskyi Kemmañ
Deiziad ar marv23 Gou 2018 Kemmañ
Lec'h ar marvMontrouge Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvkrougañ Kemmañ
Micherwomen's rights activist, livour Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh, Gwregelouriezh Kemmañ
Bet war ar studi eTaras Shevchenko National University of Kyiv Kemmañ
Lec'h annezPariz Kemmañ
Deroù ar prantad labour2008 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour23 Gou 2018 Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Ezel eusFEMEN Kemmañ
TachennByzantine icon painting Kemmañ
Darvoud-alc'hwezfuneral Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Oksana Shachko d'an 8 a viz Meurzh 2009

Gant sikour Anna Hutsol hag Alexandra Shevchenko e oa bet krouet an aozadur. Shachko a voe ganet e Khmelnytskyi hag he devoa bevet e Kiev. Gant al luskad FEMEN e oa bet stourmet da gentañ a-enep ar c'hudennoù evit ar studierezed, met buan e oa bet ledanaet ar stourm evit lakaat war-wel korvoerezh reizhel maouezed Ukraina dreist-holl an douristelezh reizhel. Da gentañ e oa bet brudet ar Femened o vanifestiñ gwisket gant o dilhad-dindan nemetken. E miz Eost 2009 e oa bet diskouezet he divvronn gant Shachko e-pad ur vanifestadeg e Kiev. Adalek ar mare-se e oa bet izili ar FEMEN o vanifestiñ topless, hag o emledañ eus ur stourm en Ukraina etrezek ar bed-holl.

Shachko he devoa labouret gant ar skrivagnerez c'hall Galia Ackerman evit sevel un istor eus ar FEMEN a voe embannet gant Calmann-Lévy e 2013. E 2014 e oa embannet an teulfilm "Je suis Femen" (me zo ur Femen), un teulfilm emdroet war Oksana Shachko eo ha filmet gant Alain Margot. Roet e oa bet dezhi ar gwir da chom e Bro-C'hall gant ar statud repuad politikel e 2013. Bevañ a rae e Pariz evel livourez hep kemer perzh en aozadur Femen abaoe.

Oksana Shachko e Pariz e 2012

Notennoù ha daveoù

kemmañ