Olaf Scholz, ganet d'ar 14 a viz Even 1958, zo ur politikour alaman ha kañseller Alamagn abaoe an 8 a viz Kerzu 2021. Ezel eo eus Sozialdemokratische Partei Deutschlands (SPD), bet e oa beskañseller Alamagn evit Angela Merkel ha ministr kevreadel an arc'hant etre 2018 ha 2021. Bet e oa ivez Maer Hamburg etre 2011 ha 2018 ha besrener an SPD etre 2009 ha 2019. E 2021, gouarnamant kevreadel Scholz zo un emglev savet gant an SPD, Unvaniezh 90/Ar Re C'hlas hag ar Freie Demokratische Partei (FDP).

Olaf Scholz