Oleniok
An Oleniok (Оленёк e ruseg, Өлөөна e yakouteg) a zo ur stêr, 2 292 km hed dezhi, e biz Siberia, e Rusia, en Azia. Redek a ra war an tiriad Krasnoïarsk hag e Sac'ha (Yakoutia).
Eienañ a ra ar stêr e torosad Kreizsiberia, war-dro 200 km en norzh da Ekonda. Tremen a ra dre kêrioù Oleniok (kêr), Souchana, Taimilyr, Sklad, Oust-Oleniok ha Bouolkalach. Aberiñ a ra e Mor Laptev (Meurvor Arktika).
An Oleniok a zo ur stêr beskedus. Listri a c'hall mont warni a-hed 965 km adalek Souchana.