Olivier de Coëtivy

Olivier de Coëtivy, ganet e 1418, marvet e 1480, a oa un aotrou gall, a orin breizhat. Kuzulier ha kambrelan ar roue gall Charlez VII e oa. Titloù ha kargoù en doa : kont Taillebourg, aotrou Royan ha Saujon, kabiten Saintes ha Talmont, ha senesal Guyenne.

Olivier de Coëtivy
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanOlivier Kemmañ
Deiziad ganedigezh1418 Kemmañ
Deiziad ar marv1480 Kemmañ
TadAlain III de Coëtivy Kemmañ
MammCatherine du Chastel Kemmañ
Breur pe c'hoarPrigent VII de Coëtivy, Alain de Coëtivy Kemmañ
PriedMarie de Valois Kemmañ
BugelGilette de Coëtivy, Charles de Coëtivy, Comte de Taillebourg, Catherine de Coëtivy, Marguerite de Coëtivy Kemmañ
FamilhQ3065744 Kemmañ
Michermilour Kemmañ
KargKambrelan, seneschal Kemmañ
BrezelBrezel Kant Vloaz Kemmañ
Skoed an tiegezh de Coëtivy

Mab e oa da Alain III de Coëtivy ha Catherine du Chastel, breur da Prigent VII de Coëtivy ha da Alain IV de Coëtivy, lesanvet « le cardinal d'Avignon ».

Dimeziñ a reas da Marie de France (anvet ivet « Marie de Valois », 14441473), bastardez da Charlez VII ha da Agnès Sorel.

Senesal Guyenne

kemmañ

Adkemeret e voe Akitania digant ar Saozon gant an arme c'hall e 1451. Anvet e voe Olivier de Coëtivy da senesal Guyenne gant Charlez VII, ha da gabiten kêrioù ha kestell Saintes ha Talmont.
D'an 23 a viz Here 1452 e voe treitouret Olivier de Coëtivy gant Arnaud Bec ha prizoniet gant Louis de Brutailhs, ha kaset da Vro-Saoz, goude adkemeret Bourdel gant John Talbot, lakaeet gant Henry VI e penn an arme saoz. Dre feur-emglev e oa bet lakaet priz an daspren d'ar 15 a viz mae 1454, ha sinet gant John Talbot hag Olivier de Coëtivy, ha dieubet e voe senesal Guyenne kenkent ha paeet un darn eus an daspren en Genver 1455, ar peurrest a oa da vezañ paeet a-hed an tri bloaz goude. koulskoude, n'en dije kuitaet bro-Saoz nemet en 1458 er sizhun a-raok e eured.

Levrlennadur

kemmañ

Pennad kar

kemmañ