Olivier le Daim
Olivier le Daim (war-dro 1428-1484) a oa kuzulier d'ar roue gall Loeiz XI, ha lesanvet an Diaoul. Goude marv ar roue e voe prizoniet ha krouget e 1484, e Pariz, e krouglec'h Montfaucon, hep gouzout d'ar roue nevez, Charles VIII, a-hervez.
Olivier de Neckere e oa e wir anv. Hogen Necker a dalvez kement ha « gwallarc'houere an doureier» pe « an Droukspered » en flandrezeg, ha lesanvet e voe Olivier le Mauvais.
Lennegezh
kemmañKaoz anezhañ zo en oberennoù-mañ:
- Notre-Dame de Paris, romant gallek gant Victor Hugo
- Quentin Durward, romant saoznek gant Walter Scott
- Gringoire, pezh-c'hoari gallek gant Théodore de Banville
- Der Teufel (an diaoul), gant Alfred Neumann (1926).