Oradea (Nagyvárad en hungareg,Großwardein en alamaneg) zo ur gêr vras e gwalarn Roumania, tost da Hungaria. Kêr-benn distrig (județ) Bihor eo. Emañ war lez ar stêr Crișul Repede.

Ti-kêr Oradea

E 2002 e oa 206 527 a dud o chom en Oradea. Unan eus kêrioù brasañ ha pinvidikañ Roumania eo hag un nor eo da vont war-zu kornôg Europa.

En XXvet kantved eo bet cheñchet kalz ar boblañs : tra ma oa hungaregerien an darn vrasañ eus an annezidi e deroù ar c'hantved (91% anezho e 1910), eo annezet bremañ gant roumanegerien dreist-holl (70% anezho e 2002).

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.