Orhan Gazi
(Adkaset eus Orhan I)
Orhan Gazi, pe Orhan Iañ, (e turkeg otomanek اورخان غازی), a voe eil sultan an impalaeriezh otoman. Ganet e voe e 1281 e Söğüt ha marvet e 1362 e Bursa.
Mab e oa da Osman Gazi ha Mal Hatun.
Ren
kemmañKregiñ a reas da ren asambles gant e dad e 1324 ha mont da sultan e 1326 goude marv Osman Gazi.
Kresket e voe gantañ tiriad e impalaeriezh :
- Bursa (1326), Iznik (1330), Izmit (1337) a voe aloubet gant e lu.
- Balıkesir (1345), Manyas pe c'hoazh Erdek a dapas digant ar meuriad Karesioğulları (Mibien Karesi) e kornôg Anatolia
- e tu ar reter e kemeras Ankara (1354) digant beylik Eretna.
Tiriad an Otomaned a dremenas eus 16.000 km² e 1326 da 95.000 km² e 1362.
Sevenadur
kemmañDindan e ren e voe krouet ar medreseoù (skolioù) otoman kentañ en Iznik.
En e raok: Osman Gazi |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1326 – 1362 |
War e lerc'h: Murat I |