Oscar Ribeiro de Almeida de Niemeyer Soares, ganet d'ar 15 a viz Kerzu 1907 e Rio de Janeiro ha marvet er gêr-se ivez d'ar 5 a viz Kerzu 2012, a zo ur savour hag un dizagner brazilian. Unan eus brudetañ savourien an XXvet kantved eo. Anavezet eo dreist-holl evit bezañ savet, gant ar c'hêraozour Lucio Costa, e dibenn ar bloavezhioù 1950, kêr-benn nevez-flamm Brazil: Brasília. War e gont ez eus ivez un toullad brav a savadurioù arouezius, evel Ti ar Broadoù Unanet e New York (evit un darn da vihanañ).

Unan eus tud heverkañ al Luskad modern e oa.

Ar Priz Pritzker en deus bet e 1988.

Iliz Sant Frañsez Asiz e Belo Horizonte.


Tro-sell

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.