Priz Pritzker
Ar Priz Pritzker a zo ur priz adeiladouriezh a vez roet bep bloaz gant izili an diazezadur Hyatt abaoe 1979. Krouet eo bet gant an nevidour amerikan Jay Arthur Pritzker (1922-1999) hag e wreg.
Pal ar priz eo garedonañ labour un adeiladour bev en deus diskouezet e varregezhioù hag en deus degaset kalz d'an denelezh dre ar raktresoù sevenet gantañ. Par d'ar Priz Nobel eo ar Priz Pritzker evit an adeiladourion ; 100 000 $ a vez roet d'al loread(ez) gant ar chadennad letioù Hyatt bet diazezet gant ar vreudeur Pritker e 1957.
Hiziv an deiz e vez roet ar priz gant Thomas J. Pritzker, mab da Jay A. Pritzker, a zo e penn ar fondezon Hyatt.
Div vaouez hepken o deus bet ar Priz Pritzker betek-henn : an Irakadez Zaha Hadid e 2004 hag ar Japanadez Kazuyo Sejima e 2010.
Ar Japanad Ryue Nishizawa e oa al loread yaouankañ pa c'hounezas ar Priz a-gevret gant K. Sejima : 44 bloaz e oa d'ar mare.
Loreidi
kemmañNiver a Brizioù Pritzker dre vroadelezh
kemmañTud eus ugent broadelezh en holl zo bet garedonet gant ar Priz Pritzker abaoe 1979.
- 1 wech : Alamagn, Aostralia, Aostria, Bro-C'hall, Danmark, Izelvroioù, Mec'hiko, Norvegia, Sina ha Spagn.
- Kanada, Irak hag Iwerzhon a voe garedonet ivez dre lec'h genidik al loreidi, ha Sina e 1983.
- 2 wech : Brazil, Italia, Portugal, Suis.
- 4 gwech : ar Rouantelezh Unanet.
- 5 gwech : Japan.
- 7 gwech : Stadoù-Unanet Amerika.