Pêr Aragon, kont Alburquerque
Pêr Aragon, pe Pedro de Aragón e spagnoleg, (Kastilha, 1405 - Naplez, 17 a viz Here 1438) a oa infant Aragon, 4 Kont Alburquerque e Spagn, ha dug Noto, en Italia. Mab e oa da Fernando, roue Aragon ha da Leonor Alburquerque (pe Leonor Urraca Kastilha); o c'hwec'hvet bugel e oa. Ganet e oa a-raok d'e dad bout roue, pa ne oa nemet infant Kastilha c'hoazh.
E vuhez
kemmañGant emglev Caspe e 1412 e teuas e dad Ferdinando da vout roue Aragon, ha dre se, Pedro hag e vreudeur a zeuas da vout infanted Aragon. Eñ hag e vreur Enrique a oa bet prientet gant o zad da gemer perzh e gouarnamant Kastilha.
Dre ziv wech, en 1424-25 hag en 1435, e c'houarnas besrouantelezh Sikilia gant galloudoù klok, goude ma ne oa ket besroue ent ofisiel[1].
An daou vreur ha daou infant Aragon a varvas er brezel: