Fernando Iañ Aragon
Ferdinant Iañ Aragon, pe Fernando de Aragón (e spagnoleg), pe Ferrando d'Aragón en (aragoneg), ganet e Medina del Campo e 1380 ha marvet en Igualada e 1416, anvet ivez Fernando de Trastámara, Fernando de Antequera, el Justo, el Honesto, pe Ferrando d'Aragóna en aragoneg, a oa Infant Kastilha, Roue Aragon, Valencia, Mallorca, Korsika, Sikilia ha Sardigna (a anv) ; dug Neopatria hag Atenas (a anv); kont Barcelona, Rousilhon, Cerdanya; rejant Kastilha.
Kentañ roue Aragon eus Tiegezh Trastámara e oa. Eus Tiegezh Aragon avat e oa dre e vamm Leonor Aragon.
E dud
kemmañEil mab ar roue Juan Iañ Kastilha hag e bried Leonor Aragon e oa. E vamm a oa c'hoar d'ar roue Martín Iañ, a oa c'hoar da Martín Iañ Aragon,lesanvet «el Humano».
E vugale
kemmañGant e bried Leonor de Alburquerque en doe seizh bugel:
- Alfonso el Magnánimo (1396 - 1458), e vab henañ a voe roue Aragon war e lerc'h, anvet Alfonso V, ha roue Naplez evel Alfonso Iañ
- María (1396 - 1445), a zimezas d'he c'henderv Juan II Kastilha
- Juan el Grande (1397 - 1479), roue Aragon ha Navarra anvet Juan II
- Enrique (1400 - 1445), Kont Alburquerque, dug Villena, Mestr Meur Urzh Santiago
- Sancho (1401 - 1416), marvet da bemzek vloaz.
- Leonor (1402 - 1445), a zimezas da Duarte Iañ Portugal
- Pedro (1406 - ?), 4vet kont Alburquerque ha dug Noto.