Ur pennad Alfonso V zo ivez.

Alfonso V (1396 – 1458) a oa roue Aragon, Valencia (evel Alfonso III), Majorca, Sardinia ha Corsica (evel Alfonso II), roue Sikilia (evel Alfonso Iañ) ha kont Barcelona (evel Alfonso IV) adal 1416, ha Roue Naplez (evel Alfonso Iañ) adal 1442 betek e varv.

Alfonso V, roue Aragon.

Mab e oa da Fernando Iañ Aragon. Kemer a reas ar gurunenn pa varvas e dad e 1416.

E vab Ferdinando Iañ Naplez (1423 à 1494), mab d'e serc'h Lucrezia d'Alagno, a voe Roue Naplez war e lerc'h.

Eured ha bugale

kemmañ

En 1408 e timezas Alfonso d'e geniterv María de Castilla (1401-1458), a oa merc'h da Enrique III Kastilha,lesanvet el Doliente. En iliz-veur Valencia e voe graet an eured d'an 12 a viz Mezheven 1415. Bugel ebet n'en doe gant e bried Maria : diwar 43 bloaz a briedelezh e tremenas Alfonso 30 anezho en Italia, pell diouzh e wreg.

Div serc'h da vihanañ en doe :

Notennoù

kemmañ
  1. I signori di Napoli.
  2. (de) Alfonso V d'Aragona genealogie mittelalter