Leonel Francisco Amat, anavezetoc'h evel Pancho Amat, ganet e Güira de Melena, La Habana, e 1950, zo ur gitarour ha tresero kuban eus ar re wellañ. Labouret en deus war-dro ar sonerezh klasel koulz hag an hini hengounel

Pancho Amat o seniñ an tres.

E vuhez

kemmañ

E 1971 e savas ar Grupo Manguaré, a renas e-pad 15 vloaz.Kenlabouret en deus gant Joaquín Sabina, Oscar D'León, Pablo Milanés, Rosana, Ry Cooder, Silvio Rodríguez, Víctor Víctor, Yomo Toro, ha Víctor Jara. Bet eo o seniñ en Amerika, Europa ha Japan gant lazoù a bep seurt.

Kenlabouret en deus gant ar rocker spagnol Santiago Auserón er raktres Juan Perro, oc'h implij an tres er rock. Gwelet eo Pancho Amat en Cuba evel un hêr d'ar gitarour meur Arsenio Rodríguez[1].

Abaoe ur pennad e son gant ul laz anvet Cabildo Del Son[2].

E bladennoù

kemmañ
  • En 1995 Son Por Tres, Priz Nacional de la Crítica en Cubadisco.
  • En 2002 De San Antonio a Maisí[3], Priz Mejor álbum de música tradicional .
  • En 2008 'Llegó el Tresero'[4]
  • En 2009 'Yo Traigo Un Son'[5]
  • En 2014 'Herencias'[6]

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Tresero Francisco (Pancho) Amat. El Tres cubano
  2. Pancho ha Cabildo Del Son
  3. Da Sant Antonio a Maisi a c'haller selaou amañ
  4. https://www.youtube.com/watch?v=tHja0F9GhX4
  5. https://www.youtube.com/watch?v=8eo0vCgX3PM
  6. https://www.youtube.com/watch?v=TGloU7VqApU