Pandion (mab Kekrops)

Pandion (en gregach Πανδίων / Pandíôn), mab da Gekrops ha Metiadusa, a voe roue Aten. Dre heg e voe kaset kuit gant e eontr Metion. Hag eñ d'an harlu neuze da gêr Megara, ma teuas da vout roue, gant harp Pilas.
Dimeziñ a reas da Pilia, ha bugale o doe : Egeos, Pallas, Nisos, Likos.
Arabat droukveskañ e anv ha hini e dad-kozh Pandion, mab Eric'hthonios ha Filomele ha Prokne.