Pallas (mab Pandion)

Pallas (Πάλλας) a oa mab da Bandion, roue Megara, ha d'e bried Pilia, e mojennoù Hellaz kozh. Tri breur en devoa : Egeos, Nisos, ha Likos.
Pa varvas Pandion e voe kemeret ar galloud gant Metion. En em glevout a reas ar pevar breur da gemer ar galloud ha da rañnañ ar vro etrezo o-fevar. Aegeas a voe roue, Pallas ac'h eas Paralia pe Diacria gantañ.
Pa varvas Aegeas e klaskas Pallas kemer ar galloud digant e niz Teseus, met lazhet e voe, hag e hanter-kant bugel da-heul.