Pandolfaccio Malatesta
|
Pandolfo IV Malatesta, lesanvet Pandolfaccio (Pandolfo drouk) (1475 – 1534) a oa condottiero italian, aotrou Rimini e Romagna, ha tad Sigismondo Malatesta.
E vuhez
kemmañMab e oa da Roberto Malatesta, ha dont a reas da vout kabiten-jeneral Republik Venezia pa varvas e dad e 1482. Pevar bloaz goude e voe anvet da varc'heg gant roue Naplez, Alfoñs II
En 1495 e voe gopret da gas arme Venezia da emgann Fornovo. Goude elakaas seziz war Novara a oa bet aloubet gant an arme c'hall.
Brudet e oa e feulster, e daolioù fall hag e vuntroù, ma sachas kasoni warnañ. En 1497 e emsavas tud Rimini war-lerc'h m'en devoa klasket gwallañ ur plac'h yaouank. Ret e voe dezhañ goulenn skoazell arme Venezia evit mougañ an emsavadeg.
En 1498, e teuas a-benn d'en em dennañ eus un irienn savet a-enep dezhañ. En 1500 e voe aloubet douaroù Pandolfo gant arme Cesare Borgia, e-keit ma oa ar pab Alesant VI,oc'h eskumunugañ enebour e vab. Dre ma ne gave skoazell ebet gant e sujidi e rankas Pandolfo gaezh kuitaat Rimini evit 2 900 dugad. Mont a reas gant an arc'hant da repuiñ da Venezia e-pad meur a vloaz. Pa varvas ar pab e 1503, ha klañv-fall e vab Cesare, e oa gwanaet kalz kostezenn Borgia; neuze ez eas gant un arme da glask kemer Rimini, met tro-wenn a reas. E 1509 e kemeras perzh en emgann Agnadello.