Parlez-moi d'amour (kanaouenn)
Parlez-moi d'amour a zo ur ganaouenn c'hallek savet e 1924 gant Jean Lenoir (1891-1976).
Krouet e voe gant ar saver pozioù ha sonaozer gall e-pad an noz da-heul ur pennad sach-blev gant e vignonez Mistinguett (1875-1956). Ankouaet e voe ar sonenn gantañ a-raok he reiñ d'ur ganerez yaouank[1] o kregiñ gant he micher. Klevet e voe Parlez-moi d'amour e 1930 gant Lucienne Boyer (1901-1983) tra m'edo an deskardez ouzh he c'hanañ war leurenn L'Européen, ur sal-abadennoù e Pariz XVII. Ken entanet e voe Boyer ma yeas da gaout Lenoir evit ma vije roet an aotre dezhi d'he lakaat en he sac'h kanaouennoù.
Enrollet e voe ganti eta hag embannet, e 1930, war ur bladenn-goar daou ditl (Dans La Fumée titl eben) : Mlle Lucienne Boyer – Dans La Fumée / Parlez-Moi D'Amour. Berzh bras a reas ar ganaouenn ha hi troet en ouzhpenn tregont yezh disheñvel.
Kanet e voe gant ur bern arzourien all : Vicki Brown, Patrick Bruel, Gigliola Cinquetti, Dalida, Sacha Distel, Carlos Gardel, Juliette Gréco, Dayna Kurtz, Marie Laforêt, Bruno Laplante, Les Stentors, Catherine McKinnon, Mireille Mathieu, Milva, Akihiro Miwa, Nana Mouskouri, Linda Ronstadt, Demis Roussos, Lucienne Vernay, Wallace Collection en o zouez...
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Chomet eo dianav, siwazh dezhi.