Digeriñ al lañser pennañ

Partido Nacionalista Galego-Partido Galeguista


O Partido Nacionalista Galego-Partido Galeguista (PNG-PG) ("Strollad Broadelour Galiza - Strollad Galizegour") a zo ur strollad broadelour kreizour-frankizour e Galiza krouet pa'c'h eas Coalición Galega da get.

Unan eus strolladoù anavezet ez-ofisiel e diabarzh Bloque Nacionalista Galego (BNG, "Bloc'had Broadelour Galiza") an hini eo, ennañ 132 ezel e 2002.

Betek e varv e 2006 e oa dileuriad nemetañ ar Strollad er Parlamant Galiza, Xosé Henrique Rodríguez Peña, Sekretour-Meur PNG-PG, bet kemeret e blas e penn ar Strollad Iago Tabarés da c'hortoz an Emvod Meur.

Pevar ezel en doa ar Strollad e Kuzul Broadel BNG.

rouet e oa bet e miz Genver 1987 dindan an anv Partido Nacionalista Galego (PNG, "Strollad Broadelour Galiza") gant un nebeud tud e Coalición Galega, Pablo González Mariñas hag Xosé Henrique Rodríguez Peña en o fenn, hag a felle dezhe lakaat ar strollad da vezañ broadelouroc'h ha araogouroc'h. En em unaniñ a rejont da c'houde gant ar strollad bihan Partido Galeguista Nacionalista (PGN, "Strollad Galizegour Broadelour") ha diwar an emglev-se e oa bet gante Partido Nacionalista Galego-Partido Galeguista (PNG-PG).

E miz Gwengolo 1989 e savas PNG-PG a-enep da brezidant Gouarnamant Galiza Xerardo Fernández Albor hag ur wezh bet dikaret hennezh diouzh e bost e oa bet tapet daou dileuriad gant ar Strollad er gouranamant nevez gant Fernando González Laxe da brezidant.

Goude tapout disoc'hoù izel-tre da geñver ar mouezhiadegoù evit Parlamant Galiaa e 1989 e tivizas PNG-PG en em ezelañ ouzh BNG.

Liammoù diavaezAozañ