Bloque Nacionalista Galego

Un talbenn broadelour eo Bloc'had Broadelour Galiza (BBG) (galizeg Bloque Nacionalista Galego (BNG)) krouet e 1982.

Pal diwezhañ BBG eo emrenerezh Galiza dre ur strategiezh diazezet war kemmoù an eil war-lerc'h egile e-keñver ar strukturioù politikel e plas hiziv. da lâret eo dre ledanaat tachenn an aferioù m'emañ Galiza kiriek dezhe kentoc'h evit Stad Spagn.

Embanner broadel ar BBG a zo Ana Pontón.

Abaoe 2001 betek ar mouezhiadegoù e Kumuniezh Damemren Galiza e oa BBG an eil aozadur politikel e Breujoù Galiza, gantañ 17 dileuriad, un tammig muic'h evit Strollad Sokialour Spagn (PSOE). E 2005 avat, daoust a ha ma voe kollet neubeudig a voezhoù gante, ez eas ar maout gant PSOE er mouezhiadegoù o tiskenn niver dileuridi BBG betek 13. Cheñch a reas penn d'ar vazh koulsjkoude, rak kollet e voe d'ar c'houlz-se ivez ar muiañ-niver gant ar strollad dehour Strollad Poblek (PP) ha neuze e vo gouarnet ar vro gant Strollad Sokialour Spagn asamblez gant Bloc'had Broadelour Galiza.

Tapet e oa bet ivez gant ar Bloc'had 0,8% eus ar mouezhioù evit Breujoù Spagn e 2004 gant daou dileuriad.

Kollet e voe dileuriad nemetañ BBG e Breujoù Europa da geñver ar mouezhiadegoù e 2004.

N'eo ket ar Bloc'had nag ur strollad nag ur c'henstrollad politikel, met kentoc'h un talbenn, da lâret eo daosut ma'z eus en diabarzh un nebeud strolladoù, an darn vrasañ eus izili ar Bloc'had n'int ket ezel eus strollad pe strollad all ha pep ezel eus ar Bloc'had en deus an hevelep gwirioù hiniennel pa vez ezel eus ur strollad diabarzh all pe get. Diazezet war ur sistem "bodadennel" eo ivez.

Setu roll an aozadurioù ha strolladoù politikel a gaver e diabarzh ar Bloc'had:


Liammoù diavaez:

kemmañ