Esquerda Nacionalista
Esquerda Nacionalista ("Tu-kleiz Broadelour") a zo ur strollad broadelour bet krouet e Galiza e 1992, ennañ ur 600 ezel(ez) bennak e 2002. Ur strollad disrannour an hini eo dre ma sav a-du gant dishualded leun Galiza.
Unan eus ar strolladoù hag aozadurioù anavezet ez-ofisiel e diabarzh Bloque Nacionalista Galego (BNG, "Bloc'had Broadelour Galiza") e oa, gantañ 9 ezel er C'huzul Broadel. Met e 2012 e tiviz mont kuit.
Sevel a reas a-du gant Bonreizh Europa da geñver ar boblvouezhiadeg.
Xosé Chorén eo ar Sekretour-Meur hag Alberte Xullo Rodríguez Feixoo ar Prezidant.
Embannet e vez gant ar strollad ar gelaouenn EN Galiza.
Kaset e vez war-raok ivez an diazadur Fundación Enclave gant Esquerda Nacionalista.
E 2012 e tiviz ar strollad en em zivodañ, kuitaat ar BNG, hag enteuziñ e Máis Galiza.