Partit dels Comunistes de Catalunya
Partit dels i les Comunistes de Catalunya ("Strollad Komunourion Katalonia") a oa bet krouet e 1982 pa'c'h eas kuit ur rann eus Partit Socialista Unificat de Catalunya (PSUC, "Strollad Sokialour Unvan Katalonia") a save a-du gnt an Unaniezh Soviedel..
E Kendalc'h ar Strollad bet dalc'het e miz Genver 1981 e oa bet kaset d'an traoñ an tezennoù eurokomunour bet lakaet e pleustr gantañ betek-hen, ha dilennet e oa bet Pere Ardiaca evel prezidant ar Strollad, hag eñ bet ezel eus Partit Comunista de Catalunya e 1936 pa oa bet enteuzet gant PSUC o sevel a-du gant URSS.
Levezonet betek re e teuas da vezañ politikerezh PSUC gant Strollad Komunour Spagn (PCE, Partido Comunista de España) hervez an eurogomunourion ha dont a rajont a-benn da skarzhañ Ardiaca diouzh e bost ur c'hwec'h mi war-lerc'h. Tamallet da vezañ krouet un isrann e diabarzh ar Strolald e oa bet skarzhet dioutañ da vat ha gantañ ec'h eas kuit an dud a save a-du gant URSS e miz Ebrel 1982, bet savet gante da c'houde Partit dels Comunistes de Catalunya (PCC, "Strollad Komunourion Katalonia") ha dilennet e oa bet Ardiaca evel e brezidant.
E 1987 e kemeras perzh PCC e krouidigezh Iniciativa per Catalunya, m'en en em disrannañ a reas nebeud warlerc'h.
Strollad komunour pennañ katalonia an hini eo, gant daou dileuriad, Jordi Miralles i Merce Civit, e Parlamant Katalonia e 2006 dre ar gengevredad Icv-Esquerra Unida i Alternativa (EUiA) hag ur senedour, Joan Josep Nuet, dre an hevelep kengevredad.
Ur rann eus Esquerra Unida i Alternativa eo PCC hiziv.
Embannet e vez gant ar strollad ar gelaouenn Avant ("War-raok") ha bep bloaz e vez aozet ur gouel dindan an anv-se gantañ.
CJC-Joventut Comunista Col·lectiu de Joves Comunistes-Joventut Comunista (CJC-JC, "Kengor ar gomunourion yaouank - yaouankiz Komunour") eo anv yaouankizoù ar Strollad.