Pas de chat (barrez)
Er varrez klasel ec'h implijer an termen pas de chat evit deskrivañ ur pas ma lamm an dañserez a-gostez hag e-keit ha m'emañ en aer e pleg he divc'har betek ma stok he zreid ouzh he feskennoù, dispeget an eil glin diouzh egile.
E Danse des petits cygnes ("Dañs an elerc'h bihan") eus ar pezh-barrez Lac des cygnes ("Lenn an elerc'h") ez eus ennañ c'hwezhek pas de chat kaset da-benn gant pevar dañserez dorn-ha-dorn h kenweet o divrec'h.