Patrice Pellerin
Patrice Pellerin zo un treser ha senarioour bannoù-treset ganet e Brest d'an 2 a viz Du 1955.
Mab ur prefed, bevet en deus e div gêr warn-ugent hag e Madagaskar zoken e-pad tri bloaz. Deskiñ a ra an tresañ e-unanik. Labourat a ra ur prantad amzer e Reims en ur studio tresadennoù bev, ha goude e tizolo ar vicher a dreser. En em staliet eo e Landivizio, nepell eus ar mor, er c'horn-bro m'emañ troioù-kaer L'Épervier o c'hoarvezout.
« Ar Sparfell » a gont eta avanturioù ur c'hourser e gopr roue Bro-C'hall en XVIIIvet kantved, bet laer-mor. Lesanvet eo Sparfell Kraozon met e gwir anv eo Yann, marc'heg ar Germeur (Yann de Kermeur e galleg).
Albomoù embannet
kemmañ- L'Épervier
- Le Trépassé de Kermellec
- Le Rocher du crâne
- Tempête sur Brest
- Captives à bord
- Le Trésor du Mahury
- Les Larmes de Tlaloc
- L'Épervier : Archives Secrètes
- Les Aigles décapitées
- La nuit des jongleurs - Jean-Charles Kraehn, Pellerin - 1986 - ISBN 2-7234-2908-3
- L'héritier sans nom - Jean-Charles Kraehn, Pellerin et Chagnaud - 1987 - ISBN 2-7234-2518-5
- Les éperons d'or - Jean-Charles Kraehn, Pellerin et Jambers - 1988 - ISBN 2-7234-2504-5
- Barbe-rouge