Patrick Denieul
Patrick Denieul ganet e 1971 a zo ur skrivagner romantoù, skrivagner evit ar c'hoariva[1] ha skrivagner foran. Alies en deus bet labouret evit mediaoueg Jean-Michel Bollé, hini kêr Redon[2]. Labourat a ra war ur romant liammet ouzh tudenn Belfegor, o heuliañ hent romantoù Arthur Bernède. Labouret en deus evit ti-kêr Redon e-liamm gant an dudenn Belfegor[3].
Entanet bras eo gant ar skrivagnerien Arzhur Bernede ha Lewis Carroll.
Patrick Denieul a oa krog da skrivañ e 1997. Mestr-skol eo deuet da vezan e 2017.
Labourat e Brezhoneg
kemmañEr bloavezh 2017 en deus bet labouret gant skolajidi an hentenn Brezhoneg e Skolaj ar C'hleuz Sant-Jozeb e Redon evit sevel senario un heuliad filmigoù e brezhoneg war Belfegor, anvet Met piv eo Belfegor ?. Ma n'eo ket brezhoneger an aozour, labouret en deus e galleg o teskiñ d'ar re yaouank na penaos skrivañ ur senario ha sevel ur story-board. Ar skolajidi a sikouras anezhañ ivez da lakaat e Brezhoneg frouezh al labour. Ar steuñv a zo ledanoc'h dre ma vez kêr Redon o lakaat pouez evit reiñ brud en-dro d'an dudenn Belfegor e Redon kêr Arzhur Bernede[4],[5].
Oberennoù
kemmañ- Une histoire des faïenceries de Quimber, CMD, Montreuil-Bellay, 1998
- Le chouchenn, l’élixir des dieux, CMD, Montreuil-Bellay, 1999
- Job de Locronan, CMD, Montreuil-Bellay, 1999
- Les rochers sculptés de Rothéneuf, CMD, Montreuil-Bellay, 1999
- En liaison avec Max: correspondances réelles et fantasmatiques entre René-Guy Cadou et Max Jacob, Akta ar c'holok Cadou, Joca Séria, Naoned, 1999
- Vieux métiers de Bretagne, embannadurioù Le Télégramme, Brest, 2001
- Saisons de noces, (mariages bretons d’autrefois), embannadurioù Le Télégramme, Brest 2002
- Les mari morgans et autres légendes de la mer, Patrick Denieul gant Pascal Moguérou ha Patrick Jézéquel, embannadurioù Avis de Tempête, 6/04/2000
- Ciel mon mari est muté en Bretagne ! : Manuel de savoir-vivre à la mode de Bretagne, Patrick Denieul ha Yann Wehrling evit ar skeudennaouiñ, embannadurioù Le Telegramme, 1/01/2003
- Ports Pirates, embannadurioù d’Orbestier, Les Sables d’Olonne, 2004
- Le secret du talisman, embannadurioù d’Orgestier, Les Sables d’Olonne, 2005
- Julot Biscoto et le Trésor du Bouzoustan, produet e-unan, gant sikour les studios Co-Le Label ha la compagnie de marionnettistes Drolatic Industry, Redon, 2006 (embanner : Coop Breizh)
- Panique chez Mac Harpett, Patrick Denieul, Gilles Debenat, Cédric "Le Voilà Voilà" Levaire, Delphine Le Breton, levr-pladenn, 01/01/2013
Liammoù diavez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ https://web.archive.org/web/20170327005618/http://www.degreesofseparation.org/selected-writers/patrick-denieul/patrick-denieul-resume/
- ↑ http://www.ouest-france.fr/bretagne/redon-35600/le-prix-des-lecteurs-recompense-eux-sur-la-photo-1722689
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/redon-35600/un-jeu-d-immersion-dans-la-tour-gothique-5139302
- ↑ http://www.ouest-france.fr/bretagne/redon-35600/redon-partez-la-chasse-du-fantome-de-belphegor-4294507
- ↑ http://www.ouest-france.fr/bretagne/redon-35600/culture-le-fantome-belphegor-bientot-dans-les-rues-de-redon-3600952