Patrick Devedjian

Politikour gall

Patrick Devedjian, ganet d'ar 26 a viz Eost 1944 e Fontainebleau (Seine-et-Marne) hag aet da Anaon d'an 29 a viz Meurzh 2020, a oa ur politikour gall.

Patrick Devedjian d'an 12 a viz Meurzh 2020

Mab d'un ijinour armeniat ganet e Turkia ha d'ur C'hallez ganet e Boulogne-sur-Mer, ezel voe eus Occident, ur strollad politikel gall eus an tu dehoù pellañ.

Dimezet e oa da Sophie Vanbremeersch.

Ezel eus an RPR, eus an UMP hag an LR, bet e oa bet maer Antony etre 1983 ha 2002, kannad an Hauts-de-Seine etre 1986 ha 2017, ministr evit ar frankizoù lec'hel etre 2002 ha 2004, ministr dileuriad ar greanterezh etre 2004 ha 2005, ministr karget da lakaat e pleustr steuñv an adlañs etre 2008 ha 2010 ha prezidant kuzul departamantel Hauts-de-Seine eus 2007 betek e varv.

Marv kemmañ

Marv eo gant ar c'hurunviruz COVID-19 d'an 29 a viz Meurzh 2020.