Paul Motwani
Paul Motwani a zo bet ganet d'an 13 a viz Even 1962.
Mestrc'hoarier echedoù skosat eo.
Er skol e voe e Dùn Dèagh a-gevred gant Colin McNab
Skrivagnour ha kazetennour echedoù eo ivez.
Pennadoù a vez skrivet gantañ er gazetenn echedoù skosat Scottish Chess, er gazetenn The Scotsman (ur wezh bep sizhun) hag e kazetennoù echedoù arall.
Ar C'hentañ Skosad e oa da vout anvet Mestr Meur Etrebroadel (FIDE) e 1988.
Kampion ar bed e 1978, er rummad "Mibion" (dindan 17 vloaz).
Seizh gwezh e voe kampion Skos.
E-pad meur a vloaz e kelennas ar jedoniezh en ur skol eil derez e Dùn Dèagh. E skol-veur Dùn Dèagh en doa graet e studi war ar jedoniezh hag ar skiantoù fizik. Kelenn a ra ar jedoniezh e St. John's International School e Waterloo: e Belgia emañ o chom abaoe un nebeud bloavezhioù.
Oberennoù skrivet
kemmañ- Paul Motwani, H.O.T. Chess ;
- Paul Motwani, C.O.O.L. Chess ;
- Paul Motwani, S.T.A.R. Chess, Embannadurioù Gambit, 1998 ;
- Paul Motwani, Chess Under the Microscope, Embannadurioù Batsford ;
- Paul Motwani, The Most Instructive Games of the Young Grandmasters, Embannadurioù Everyman Chess, 1999.