Paul Ollendorff
Paul Ollendorff, ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1851 ha marvet d'ar 15 a viz Kerzu 1920 e Choisy-au-Bac, a oa un embanner ha levrdiour gall. Krouet en devoa un ti-embann ma voe embannet meur a levr diwar zorn Guy de Maupassant.
E vuhez
kemmañMab e oa da Henri-Godefroy Ollendorff, deuet eus Pologn. e dad en devoa savet ul levr anvet Nouvelle Méthode pour apprendre à parler, écrire une langue en six mois[1] hag a reas berzh bras. Da gentañ e vevas ar vugale, Paul, e vreur henañ Gustave, e c'hoar Mina hag o mamm Dorothéa Ollendorff-Pincus, eus gwerzh levrioù o zad e Pariz, rue de Richelieu : er straed-se eo, en niverenn 28 bis, ma tigoras Paul Ollendorff e levrdi dezhañ en 1875. Da gentañ ec'h embannas pezhioù-c'hoari, evel re Georges Ohnet a oa bet nac'het gant an embanner Calmann Lévy : gant Le Maître de forges (1882) e reas berzh bras hag e sachas brud war e anv. Goude e voe tro Guy de Maupassant a roas dezhañ Le Horla (1887), ha goude e teuas daou romant kentañ Octave Mirbeau[2], Alphonse Allais, Paul Adam, Jean Lorrain, Paul Féval, Abel Hermant, Willy, Jules Renard, Fernand Vandérem … ken na oa ouzhpenn 2 000 titl e katalog 1896.
En 1898, goude graet berzh gant e levrdi, La Librairie Ollendorff, setu Paul da sevel, gant mignoned dezhañ, ar Société d'Éditions littéraires et artistiques, diazezet en 50 rue de la Chaussée-d'Antin. Ha Colette hag André Theuriet da vont gant an ti-embann nevez. Bloaz goude, en Here 1889, e c'houlennas Gustave Ollendorff an titl a chevalier de la Légion d'honneur evit e vreur Paul.
E Mae 1902 e roas Paul Ollendorff lañs d'un dastumad nevez a levrioù keinet, e 3,50 lur, kinniget evel un doare-embann nevez, ar « romantoù poblek skeudennaouet » (gant Géo Dupuis, José Roy, etc.), met ne reas ket berzh. Adalek 1904 e seblantas ar stal mont da stalig. Dipitet an den, lakaet a-gostez gant e gevredidi, ma werzhas e rannoù da brenañ ar gazetenn Gil Blas, a zilezas en 1911.
Liammoù diavaez
kemmañ- Notenn gant Pierre Michel db. Paul Ollendorf, en Dictionnaire Octave Mirbeau, en linenn. E « Mirbeau, Ollendorff et les droits d’auteur », Cahiers Octave Mirbeau, Numéro 12 (2005) ha Numéro 14 (2007).
Notennoù
kemmañ- ↑ E Gallica : http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k64884393
- ↑ Fichenn db. Mirbeau [1]