Octave Mirbeau

skrivagner gallek

Octave Mirbeau (1848 e Trévières, Bro-C'hall-1917) a zo ur skrivagner gall.

Octave Mirbeau
E di genidik e Trévières

Eur c'horn-bro evid klask ar goudor, hag ivez tachenn eun istor a garantez diroll, poaniusoc'h-poaniusañ, setu petra eo bet Breizh evit Mirbeau.

E 1859, e vo kaset d'ar skolaj Saint-François Xavier, e Gwened. Da unnek vloaz, e zarempredoù gant tud un tammik noblañs, a lak da ziwanañ en e galon imor hag soñjou c'hwerv.

E 1883 e klask an disoñj e korn-bro Beg ar Raz ha Plougoñ, lec'hioù brav-kenañ da welet, war-lerc'h un istor a galon hag a strafuilhas-holl ar paotr.

 
Georges Jeanniot, Le Calvaire (1901)

E 1886, emañ o chom e Nermouster, da c'houde er Gerveur, gant e gamalad bras Claude Monet.

E Kerispenn eo, e Kichenn an Alre, e skriv e 1887 L'Abbé Jules, en ur foetañ bro e-pad ur bloavezh hanter.

An eil goude egile, a-wechoù muioc'h, a-wechoù nebeutoc'h, e kaver en e skridoù e-giz Le Calvaire (1886), Sébastien Roch (1890), Le Journal d'une femme de chambre (1900), pe La 628-E8 (1907) pajennou diwar Breizh. A-wechoù e tiskouez anezhi gand he liv kaer-meurbet hag evel ouzh un daolenn impresionnist, a-wechoù all e-giz eur vro vrokus gant he mojennoù hag he brizhkredennoù.

Oberenn

kemmañ
 
Octave Mirbeau, Célestine 1900

Levrlennadur

kemmañ
  • Pierre Michel - Jean-François Nivet, Octave Mirbeau, l'imprécateur au coeur fidèle, Séguier, 1990.
  • Samuel Lair, Mirbeau et le mythe de la Nature, Presses universitaires de Rennes, 2004.
  • Samuel Lair, Octave Mirbeau l'iconoclaste, L'Harmattan, 2008.
  • Cahiers Octave Mirbeau, n° 1-21, 1994-2014.

Liammoù diavaez

kemmañ