Pazo de Meirás
Ar Pazo de Meirás zo ur maner e kumun Sada, e Galiza.
Savet e voe en XIXvet kantved. Eno e voe ar skrivagnerez Emilia Pardo Bazán (1851-1921) o vevañ. E-pad Brezel Diabarzh Spagn e voe divizet gant pennoù bras eus proviñs A Coruña profañ an ti da familh Francisco Franco, evito da dremen o vakañsoù ennañ. Bremañ c'hoazh eo perc'hennet gant diskennidi eus ar familh.
Er bloavezhioù diwezhañ e klever muioc'h-mui a dud o c'houlenn a reer e vefe "rentet ar maner da bobl Galiza"[1]. War atiz gouarnamant emren Galiza eo gwarezet ar maner, abaoe miz Kerzu 2008, dre ma'z eo ur Bien de Interés Cultural, abalamour d'e interest a-fet an istor hag ar sevenadur. Kement-se a dalvez e rank bezañ digoret d'ar weladennerien 4 devezh bep miz. Klasket o deus ar berc'henned stourm ouzh ar redi-se. E 2010 e oa bet kadarnaet diviz gouarnamant Galiza gant ul lez-varn. D'ar 25 a viz Meurzh 2011 e oa bet digoret dorioù ar maner d'ar weladennerien evit ar wech kentañ.
Notennoù
kemmañ- ↑ (es) Decenas de vecinos acuden al Pazo de Meirás para pedir su devolución al pueblo gallego elmundo.es 18/112007