Peenestrom
Ar Peenestrom zo ur vrec'h-vor e hanternoz Alamagn, e Mecklenburg-Vorpommern. Un 20 kilometr bennak eo e hirder. Liammañ a ra morlenn Szczecin ouzh ar Mor Baltel, ha dispartiañ a ra enez Usedom, er reter, diouzh an douar-bras, er gornaoueg.
Dont a ra anv ar Peenestrom eus anv ar stêr Peene, en em daol ennañ dre un delta bihan e-kichen kêr Anklam.