Usedom (en alamaneg) pe Uznam (e poloneg) zo un enezenn vras war harzoù Alamagn ha Polonia, war aod ar Mor Baltel. Emañ bae Pomerania en norzh dezhi ha lenn-vor Szczecin er su. Emañ al lodenn vrasañ eus an enezenn e stad alaman Mecklenburg-Vorpommern (Mecklenburg-Pomerania ar C'hornôg), tra m'emañ ar gêr vrasañ, Świnoujście, el lodenn bolonat anezhi, er reter. En holl en em astenn war ur gorread a 445km² (373km² en Alamagn ha 72km² e Polonia) ha 76 500 a dud zo o chom enni (31 500 en Alamagn ha 45 000 e Polonia).

Pelec'h emañ enez Usedom pe Uznam

Abaoe ar bloavezhioù 1990 ez eo an touristerezh an obererezh pennañ, nemet e Świnoujście hag a zo ur porzh bras.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.