Peider Lansel (15 a viz Eost 1863 e Pisa - 8 a viz Kerzu 1943 e Geneva) a oa ur skrivagner hag ur stourmer evit ar romañcheg. Ganet e voe en Italia, en ur familh deuet eus Sent (Grischun) ha divroet da Italia d’ober o micher kenwerzhourien.

Bez’ e voe unan eus krouerien al Lia Rumantscha, ur gevredigezh savet e 1919 evit difenn ar romañcheg e Suis. Treiñ a reas e romañcheg e-leizh a varzhonegoù e yezhoù all, skridoù gant Nietzsche, Heinrich Heine, Goethe, Nikolaus Lenau pe Mikhail Lermontov. Meur a deskad barzhonegoù a voe embannet gantañ, koulz ha dastumadoù kanaouennoù pobl ha torkadoù pennadoù kazetennerezh, evel Ni Italians, ni Tudais-chs, Rumantschs vulains restar (1913 ha 1917) pe Ils Retorumantschs (1936).

Garedonet e voe e obererezh gant an titl a « zoktor honoris causa » roet dezhañ gant skol-veur Zürich e 1933 ha gant ar Priz Schiller (Grosser Schillerpreis), priz lennegel koshañ Suis, e 1943.

Liammoù diavaez

kemmañ