Penn (amprevaned)
Penn un amprevan zo unan eus an teir lodenn a ya d'ober korf al loen, asambles gant ar brusk hag ar c'hof.

War ar penn emañ organoù ar skiantoù (lagad, tastornell) ha pezhioù ar genoù.
Morfologiezh Aozañ
C'hwec'h mella ya d'ober penn un amprevan. Pezhioù morfologel disheñvel zo stag ouzh pep hini anezho.
- Akron : al lagadoù
- Metamer kentañ : an tastornelloù
- Eil metamer : ar vuzell grec'h
- Trede metamer : ar genoù
- Pevare metamer : ar c'harvanoù kentañ
- Pempvet metamer : an eil karvanoù
Levrlennadur Aozañ
- Michel Lamy : Les insectes et les hommes, Albin Michel Sciences, 1997 (ISBN 978-2-226-08896-3)