Kof (amprevaned)
Kof un amprevan zo unan eus an teir lodenn a ya d'ober korf al loen, asambles gant ar penn hag ar brusk.
Morfologiezh
kemmañ11 segmant, d'ar muiañ, a ya d'ober kof un amprevan. An telson, m'emañ ar fraezh eo an hini diwezhañ anezho.
War an 8vet segmant emañ toull-gouennañ ar parezed. Hini ar pared zo war an 9vet segmant.
An toulloù-analat zo war bep kostez an 8 segmant kentañ.
Pavioù faos a zeu war-wel war segmantoù ar c'hof e-pad diorroadur an amprevan. Chom a reont e stumm aspadennoù gant an apterigoted (amprevaned diaskell). Treiñ a reont da organoù liesseurt war segmantoù diwezhañ ar pterigoted (amprevaned askellek) : serkenn, gonopod...
Levrlennadur
kemmañ- Michel Lamy : Les insectes et les hommes, emb. Albin Michel Sciences, 1997