Petru Rocca

skrivagner gallek

Petru Rocca (Vicu, 1887-1966) a oa ur skrivagner hag un emsaver broadelour eus Korsika.

Goude e studioù e labouras evel mouller ha kenlabourat a reas, adalek 1913, gant ar gelaouenn gorsek A Tramuntana, savet gant Santu Casanova. Soudard e voe e-pad ar Brezel-bed Kentañ, ha roet e voe dezhañ medalenn al Lejion a Enor.

Pa zistroas diouzh an talbenn e savas ur strollad kadourien gozh, La Fraternelle Corse. Gant e vreur Matteu e krouas, e 1920, ar gelaouenn sizhuniek A Muvra. E 1922 e voe anvet da brezidant ar Partitu Corsu d'Azione (PCdA), nevez-savet diwar skouer ar Partito Sardo d'Azione, savet e Sardigna, gant kadourien gozh ivez. E 1934 e kinnigas, en anv ar Partitu Corsu Autonomistu, anv nevez ar PCdA, sevel ur vonreizh evit Korsika. Berzet e voe ar strollad e 1939, dre ma oa tamallet dezhañ kenlabourat gant Benito Mussolini.

Sevel a reas Petru Rocca ivez « U Teatru di A Muvra », e 1925. E 1926 e voe dioueliet gantañ, en A Padulella, ur blakenn e koun harlu Pasquale Paoli, pa oa aet hennezh da Napoli, da-heul e dad, e 1739. E 1938 e voe skarzhet eus Urzh al Lejion a Enor abalamour, a lavared, ma oa un « dañjer evit an unaniezh vroadel ».

Harzet e voe goude ar brezel ha kondaonet e voe da 15 vloaz a labour ret da ober e Gwiana[1]. Digarc’hariet e voe da-heul un distaoliadeg embannet un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h. Bez’ e voe e-touez ar re a savas, e 1955, un doare akademiezh korsek anvet « Parlemu Corsu ». A-hed e vuhez en deus skrivet levrioù e korseg pe e galleg, diwar-benn istor e vro hag he lennegezh. Gantañ e voe savet ar ganaouenn « Innu Corsu » e 1937, ur ganaouenn hollvrudet bremañ gant an anv « U Culombu ».

Mervel a reas e Vicu e 1966.

Oberennoù

kemmañ
  • Les corses devant l'anthropologie, 1913
  • Pruverbii, massime è detti corsi, 1921
  • A pignatta, cumedia di Plautu, 1924
  • Storia populare di Corsica, 1930
  • Una Vittoria Autonomista. L'Assemblea di i "Stati Generali di Corsica, 1934
  • Quaderni di u Cursismu, 1935
  • Parlà d'Aghjacciu, puesii, 1955
  • Connais-tu la Corse, 1960
  • Tempi è tempi, 1963

Notennoù

kemmañ
  1. Robert J. Blackwood, The state, the activists and the islanders: language policy on Corsica p.43, Springer, 2008

Liammoù diavaez

kemmañ