Brezel Kevre Cambrai
Pevare brezel Italia, pe Brezel Kevre Cambrai, zo ur brezel en Italia hag a badas eus 1508 betek 1513.
En 1508, da-heul feur-emglev Cambrai, e krogas pevare brezel Italia. Kevre Cambrai a oa aozet da enebiñ ouzh Venezia. Ennañ e oa bodet Stadoù ar Pab, rak ar pab a felle dezhañ adkemer kreñvlec'hioù eus Romagna a oa bet kemeret gant Venezia en 1504, Bro-C'hall a glaske tapout kêrioù dalc'het gant Venezia en Lombardia, hag an Impalaeriezh Santel a oa o klask teuler he c'hrabanoù war un toullad kêrioù mogeriet e Frioul. En 1506 e oa bet kemeret Peruggia ha Bologna gant ar pab Jul II.
Venezia a nac'has plegañ da ultimatom ar pab, ma krogas ar brezel e miz Mae 1509. E penn an armeoù gall edo Loeiz XII e-unan, ha gantañ Trivulce ha Charles II d'Amboise de Chaumont. D'an 9 a viz Mae 1509 e treuzjont harzoù Lombardia ha trec'h e voent war arme Venezia, renet gant Bartolomeo d’Alviano, en emgann Agnadel d'ar 14 a viz Mae. Loeiz XII a gemeras kenkent kêrioù Lombardia, a gave dezhañ e oant dezhañ, Masimilian a reas kemend-all, hag ar pab Jul II a gemeras Romagna. Hogen ne oa ket bet distrujet arme Venezia, ha d'ar 15 a viz Gouhere, e loc'has eus Trevisa un arme renet gant Andrea Gritti hag a adkemeras Padova. Dont a reas an Impalaer da lakaat seziz war Badova d'ar 15 a viz Gwengolo, met 17 devezh goude e tilezas an dachenn.
Nec'het avat e oa ar pab Jul II o welout ar roue gall Loeiz XII o terc'hel da vont war-raok, ha fellout a reas dezhañ kas an armeoù gall kuit da vat eus Italia. D'ar 24 a viz C'hwevrer 1510 e tilamas e ezkumunugadenn diwar choug kêr Venezia, ha skoaz-ouzh-skoaz ez eas soudarded ar pab hag arme Venezia da vrezeliñ da reiñ lamm d'ar Gall ha d'e gas kuit eus ledenez Italia penn-da-benn, ha tamm-ha-tamm e voe adkemeret gant Republik Venezia an douaroù he devoa bet kollet war an douar-bras.
En miz Mae 1511 e voe kemeret Bologna gant Loeiz XII, ha neuze galvet ar garnidaled da zerc'hel ur sened-Iliz e Pisa evit distroadaén ar pab. Jul II a embannas rak-tal ar Builh Sacrosanctæ, hag a c'halvas sened-Iliz Latrano, en ur ezkumunugañ perzhidi sened-Iliz Pisa.
D'ar 5 a viz Here 1511 ec'h aozas ar pab ar C'hevre Santel, gant Spagn ha Republik Venezia, Bro-Saoz ha kantonioù Suis, a-enep Bro-C'hall. E penn an arme c'hall e oa Gaston de Foix, hag a zeuas a-benn da vezañ trec'h war soudarded ar C'hevre, nemet rankout a rejont dilezel o seziz war gêr Bologna, kuitaat Brescia o devoa adkemeret. trec'h e voent war armeoù ar C'hevre d'an 11 a viz Ebrel 1512 en emgann Ravenna. Mervel a eure Gaston de Foix e-pad an emgann-se ha Jacques II de Chabannes, a gemeras penn an arme c'hall war e lerc'h.
E-lec'h hastañ war-du Roma avat e chomas an arme c'hall da breizhata Ravenna ha da goll amzer. E-keit-se o devoa gallet soudarded ar pab ha re Spagn d'en em adaozañ, hag ar Suised da gas 18 000 brezelour da Lombardia. A-benn miz Mezheven 1512 ne oa arme c'hall ebet ken e Lombardia hag adkavet e oa e zugelezh gant Massimiliano Sforza e Milano.
Mervel a eure Jul II d'an 20 a viz C'hwevrer 1513. War e lerc'h e voe anvet ar c'hardinal Medici, Leon X, kreñvaet e c'halloud gant obererezh ar pab kozh. E penn ar C'hallaoued e oa La Trémoille ha Trivulzio, hag argadiñ a rejont meur a gêr, ha kemeret e voe Milano ganto. Harzet e voe o argadadeg avat d'ar 6 viz Mezheven 1513, en emgann Novara, ma voe trec'h ar Suised. Ret e voe d'ar C'hallaoued kuitaat Dugelezh Milano ha distreiñ da Vro-C'hall ma oa krog un enebour kozh da c'hoari adarre.
Rak en hanternoz Bro-C'hall e oa krog ar Saozon, diazezet en Calais, da aloubiñ Pikardi, tra ma oa ar Suised o vont trezek Bourgogn. Faezhet e voe marc'hegerien Bro-C'hall en emgann Guinegatte d'ar 16 a viz Eost 1513 gant arme saoz ar roue Herri VIII ha gemeras kêr Thérouanne. Ar Suised a lakaas seziz war gêr Dijon.
Er c'hreisteiz, Fadrique Álvarez de Toledo y Enríquez de Quiñones, eil Dug Alba, e penn arme Aragon, a argadas Rouantelezh Navarra. Aloubiñ a reas ar vro er c'hreisteiz d'ar Pireneoù, ma rankas Jean d'Albret tremen ar menezioù da glask repu.
Fin ar brezel
kemmañD'ar 14 a viz Gwengolo e voe sinet feur-emglev Dijon gant Louis II de la Trémoille, a baeas ar Suised evit ma'z ajent d'ar gêr, hag a zilezas an arc'hadennoù gall en Italia en anv ar roue Loeiz XII.
Ar roue avat ne anavezas ket ar feur-emglev-se, met kollet e oa Italia gantañ. Adkemer an douaroù kollet gant Loeiz XII a vo graet avat gant ar roue gall war e lerc'h, Frañsez Iañ.