Ul lizherenneg bet implijet gwechall evit skrivañ ar mongoleg eo ar phags pa. Daoust ha m'emañ tost ouzh an abugida tibetek ma oa bet awenet gantañ ec'h eo ar 'phags pa ul lizherenneg wir kentoc'h rak mont a ra ar vogalennoù da heul ar c'hensonennoù.

Dont a ra anv ar skritur diwar ar manac'h tibetek 'Phags pa Blo gros rgyal mtshan a oa bet krouet gantañ a-ratozh-kaer evit skrivañ ar mongoleg tro-dro 1269 dindan urzhioù Kubla Khan.

E tibeteg e vez anvet hor gsar yig («skritur mongolek nevez») hag e mongoleg e reer outañ dörbelĵin üsüg («skritur karrezennek»).

Hervez Ledyard e vije bet hemañ ar skritur mammenn,ma oa bet awenet stummoù al lziherennoù hangeul gantañ, bet ijinet gant ar roue Sejong evit lakaat ar c'horeaneg dre skrid.

Taolenn tennet eus ur geriadur Phagspa-sinaeg


Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.