Phillip Stamma a zo bet ganet e 1705 en Aleppo (Siria) ha marvet e 1755.

Phillip Stamma

Mestrc'hoarier echedoù sirian eo.

Bevañ a reas e Bro-C'hall hag e Bro-Saoz: unan eus gwellañ c'hoaririon ar vro e oa.

E Londrez e c'hoarie ingal e "Slaughter's Coffee House" e Sain-Martin's Lane, ur greizenn a vode lod eus gwellañ c'hoarierien echedoù eus Bro-Saoz.

Trec'het e voe e 1747 gant François Philidor.

Oberenn skrivet

kemmañ
  • Philippe Stamma, Essai sur le jeu des echecs : où l'on donne quelques regles pour le bien joüer, & remporter l'avantage par des coups fins & fubtils, que l'on peut appeller les secrets de ce jeu, Embannadurioù Emery, Pariz, 1737 ;
  • Phillip Stamma, The Noble Game Of Chess, Bro-Saoz, 1745.