Pier an Arbouled
beleg ha saver kantikoù
Pier an Arbouled (Pleheneg, 22 a viz C'hwevrer 1810 - Gwened, 26 a viz Genver 1892) a oa ur beleg ha saver kantikoù eus Bro-Gwened.
Pier an Arbouled
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Pierre |
Deiziad ganedigezh | 22 C'hwe 1810 |
Lec'h ganedigezh | Pleheneg |
Deiziad ar marv | 26 Gen 1892 |
Lec'h ar marv | Gwened |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg |
Micher | beleg |
Beleget e voe e 1835 ha mont da gure en Arzh. Goude-se e kemeras perzh e kalz misionoù un tamm e pep lec'h e Bro-Gwened hag ur prezegenner brudet e oa. El levr Guerzenneu eid ol er blai (Gwerzennoù evit holl ar blez) e kaver kantikoù savet pe kempennet gantañ.
Skridoù
kemmañ- Guerzenneu eid ol er blai, ti-moullañ Galles, Gwened, 1856 (adembannet e 1864 ha 1874).
- Buhé Santés Cecile patronez paes Teix (troet diwar ur skrid gant Pedro de Ribadeneira), ti-moullañ Galles, Gwened, 1867.