Pierre Bottero

skrivagner gallek
Pierre Bottero
Pierre Bottero
Obererezh Romanter
Ganedigezh d'an 13 a viz C'hwevrer 1964
Marv d'an Patrom:De3iziad bloqueh6love p34)
etre Lambesc ha Rognes.
Yezh skrivañ galleg
Rumm lennegel Moliac'h
Enorioù
  • Priz Krennarded Roazhon (2008)
  • Priz Paille en queue (2008)
Oberennoù pennañ
  • Kelc'hiad Ewilan (abaoe 2003)
  • Trilojienn l'Autre (2006-2007)
  • Trilojienn le Pacte des Marchombres

Pierre Bottero (ganet ar 13 a viz C'hwevrer 1964 e Barcelonnette, en Alpoù, ha marvet 8 a viz Du 2009) a zo ur skrivagner gall.

Buhezskrid kemmañ

Yaouank-tre ez eo aet da vevañ da Brovañs, ur rannvro n'en deus ket kuitaet abaoe. Lavaret a rae zoken n'halle ket tremen hep an heol nag ar mistral.

Dimezet ha tad div blac'h, graet en deus e-pad pellig ar vicher kelenner a-raok kregiñ penn-da-benn da skrivañ. Plijout a ra dezhañ al lennegezh c'hall, kendrec'het gant galloud ijin ar gerioù, a-viken en deus huñvreet eus hollvedoù disheñvel, eus erevent hag eus troioù hud.

Embannet en deus e destennoù kentañ e ti Flammarion, en o zouez, Amies à vie, e c'hentañ levr, a-raok embann e ti Rageot saga Ewilan, un deir-oberenn doubl, ha Ellana, un deir-oberenn, heroic fantasy, ur rummad a blij dezhañ. Ar garantez-se evit al lennegezh faltazi a zeu eus oberenn J.R.R. Tolkien, Philip José Farmer, Zelazny, Howard, Bradley, Moorcock, Leiber, hag all... Pa veze goulennet outañ eus pelec'h e teue e awen e tisklerie alies e oa levezonet gant e lennadurioù, oc'h ouzhpennañ ne ijine netra : "Digeriñ a ran ar nor hag an istor a dremen eus va fenn d'an urzhiataer".

Gounezet en deus ar priz Ados Roazhon/Il-ha-Gwilen 2008 evit levr kentañ L'autre, le souffle de la hyène embannet e ti Rageot. Ar priz-mañ a zo deroet bep bloaz gant skolajidi departamant an Il-ha-Gwilen a rank votiñ evit ul levr e-touez an dek.

D'ar 4 a viz Kerzu 2008 e resevas Pierre Bottero priz ar Paille en queue, da-geñver trede saloñs levrioù ar re yaouank ar meurvor Indian e [Le Port (La Réunion)|Le Port]] er Réunion.

Pierre Bottero a zo marvet da 45 bloaz gant ur gwallzarvoud moto d'ar Sul 8 a viz Du 2008, e-tro seizh eur noz. Kollet en deus mestroni e varc'h-tan hag aet eo da stekiñ ouzh ur c'harr-samm war ar CD15 etre Lambesc ha Rognes[1],[2],[3].

Oberennoù kemmañ

Levrioù liammet gant hollved Gwendalavir (tamm pe damm)
Oberennoù all

Daveoù kemmañ

  1. (fr) L'écrivain Pierre Bottero s'est tué à moto... Il avait 45 ans..., pennad war purepeople.com, lennet d'an 9 a viz Du 2009.
  2. (fr) Pierre Bottero nous a quittés, pennad war fantasy.fr lennet d'an 9 a viz Du 2009.
  3. (fr) Pierre Bottéro est décédé, pennad war La Provence, lennet d'an 9 a viz Du 2009.

Liammoù diavaez kemmañ