Pierre Kervennic (10 Mezheven 1922, Brest - 21 Kerzu 1991, Sant-Brieg) zo bet eskob Sant-Brieg ha Landreger, war-lerc'h François Kervéadou, eus 1976 da 1991.

Ganet e oa d'an 10 Mezheven 1922 e Kerbêr-Kilbignon (e Brest bremañ), e-barzh ur familh labourerien-douar.

E vuhez er relijion :

  • Skol-veur gatolik Añje, 1941‐1946
  • beleget d'an 29 Mezheven 1945
  • vikel vras Kastell-Paol e 1946
  • rener ar C'hloerdi bras e 1948
  • aluzener an Eskopti evit ar JACF e 1954
  • eil aluzener broadel ar JACF e 1957
  • aluzener broadel ar JACF e 1960
  • vikel vras, arc'hdiagon, chaloni a enor e Mezheven 1963;
  • arc'hdiagon Leon ha Treger (Penn ar Bed) e 1964
  • arc'hdiagon Brest e 1966
  • person Landivizio e 1975
  • eskob Sant-Brieg ha Landreger e 1976.

Pierre Kervennic a oa aet da Anaon e Sant-Brieg d'an 21 Kerzu 1991.