Pierre de l'Isle
Pierre Iañ de l'Isle, pe de Belle-Isle, a voe eskob Treger eus 1323 da 1327[1],[2].
Arc'hdiagon Landreger e oa pa voe anvet da eskob Treger, d'ar 16 a viz Gwengolo 1323, war-lerc'h Jean Rigaud.
E-kerzh e eskobelezh e oa bet diazezet Skolaj Landreger e Pariz gant Guillaume de Coëtohan, kiniad Landreger ha chaloni Pariz.
Yves II de Boisboissel a zeuas war-lerc'h Pierre de l'Isle war gador eskob Treger.