Pieter Claesen
Pieter Claesen a zo bet ganet d'ar 21 a viz Meurzh 1971.
Mestrc'hoarier echedoù belgiat.
Mestr Etrebroadel eo abaoe 1998.
C'hoari a reas e skipailh Belgia en Olimpiadoù Echedoù Yerevan (Armenia) e 1996.
Kampion Belgia e voe e Geel e 1999, a-gevred gant Serge Vanderwaeren.
C'hwec'hvet e voe en Open Echedoù Leuven e 2003.
Kampion Brabant Flandrez eo.
2386 edo e renk Elo e miz Here 2007 ha 2371 e miz Here 2008.
Digeriñ a ra gant 1. c 4.
C'hoari a ra er c'hleub "LV Leuven".
Stadegoù e Simbase
kemmañHervez an diellaoueg echedoù Simbase, diwar 364 partienn, Claesen en deus :
- gounezet 108 partienn,
- kollet 93 partienn,
- nulaet 158 bartienn.
52 eo e dregantad a drec'hoù neuze.