Pietro Arcari
melldroader en Italia
Sante Pietro Arcari, bet ganet d'an 2 a viz Du 1909 e Casalpusterlengo (Lombardia, Rouantelezh Italia d'an ampoent) hag aet da Anaon d'an 8 a viz C'hwevrer 1988 e Cremona (Lombardia, Italia), a oa ur melldroader etrebroadel italian (argader e bost dezhañ war an dachenn), aet da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.
E vicher
kemmañEr c'hleuboù
kemmañChom a reas da c'hoari en Italia ha sed amañ da-heul ar c'hleuboù en devoa c'hoariet enne :
- 1927-1929 : Unione Sportiva Codogno,
- 1930-1936 : Milan AC,
- 1936-1939 : Genoa 1893, aet Coppa Italia gantañ e 1937,
- 1939-1942 : Cremonese, aet da gampion Lega Pro Prima Divisione e 1942,
- 1942-1943 : Napoli,
- 1944 : Vastese,
- 1945-1946 : Unione Sportiva Codogno.
Er c'hleub diwezhañ-mañ ez eas da c'hourdoner adalek 1947 betek 1949.
E skipailh broadel Italia
kemmañKemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken, hep c'hoari krogad ebet :
- Kib vell-droad ar bed 1934 bet aozet e Rouantelezh Italia ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Italia evit ar wech kentañ.