Pieve
Ur pieve (italianeg evit "iliz-parrez", eus al latin plebs "pobl") a oa en Italia ur bastell-vro relijiel ha keodedel renet gant un iliz ploueziat ma oa ur maen-badez ; chiesa matrice "iliz-vamm" ha pievana a raed anezhi.
Er Grennamzer uhelañ (~400 – ~1066) e talc'he ar pieve ar c'hefridioù liderezhel uhelañ ; dindan he beli e veze an ilizoù hag ar chapelioù ma ne oa maen-badez ebet. E dibenn ar Grennamzer e voe treuzkaset ar c'hefridioù lik d'ar barrez tra ma chome ar re relijiel hepken gant ar pieve.
Tamm-ha-tamm e voe graet pieve eus tiriad ar barrez kozh a oa gwechall dindan beli an iliz-parrez. E Korsika hepken ez eo chomet ar pieve ar bastell-vro velestradurel bennañ betek 1790, goude deroù ar melestradur gall eta. Ar c'hantonioù a erlerc'hias ouzh an ilizoù-parrez.
Eus an anv latin plebs e teu ivez ar gerioù ploue e brezhoneg ha plwyf e kembraeg.
Lec'hioù
kemmañStankik eo an anv el lec'hanvadurezh.
- Pieve a Nievole, e proviñs Pistoia, e rannvro Toskana.
- Pieve Albignola, e proviñs Pavia, e rannvro Lombardia.
- Pieve d'Olmi, e proviñs Cremona, e rannvro Lombardia.
- Pieve del Cairo, e proviñs Pavia.
- Pieve del Grappa, e proviñs Treviso, e rannvro Veneto .
- Pieve di Cadore, e proviñs Belluno, e rannvro Veneto.
- Pieve di Soligo, e Proviñs Treviso, e rannvro Veneto.
- Pieve di Teco, e Proviñs Imperia, e rannvro Liguria.
- Pieve Emanuele, e Meurgêr Milano, e Lombardia.
- Pieve Fissiraga, e Proviñs Lodi, e Lombardia.
- Pieve Fosciana , e Proviñs Lucca, e rannvro Toskana.
- Pieve Ligure, e Meurgêr Genova, e Liguria.
- Pievepelago, e Proviñs Modena.
- Pieve Porto Morone, e proviñs Pavia.
- Pieve San Giacomo, e proviñs Cremona.
- Pieve Santo Stefano, e proviñs Arezzo, e Toskana.
- Pieve Torina,
- Pieve Vergonte e proviñs Verbano-Cusio-Ossola e rannvro Piemonte.
- Città della Pieve, e proviñs Perugia, e rannvro Umbria.
- Gadesco-Pieve Delmona, e proviñs Cremona.